close

Ar Gêr A Is Lyrics & Chords By Tri Bleiz Die

LyricsView Chords

Petra 'zo nevez e Kêr Is ?
Ma 'z eo ken foll ar yaouankiz !
Ma klevan-me ar binioù,
Ar vombard hag an telennoù

Bodennoù drez 'zo diwanet
War dor an ilizoù prennet.
E Kêr Is n'eus nemet traoù kozh
Met an ebatoù-mañ 'vez bemnoz

D'o c'hwezek vloaz an holl verc'hed
N'o deus Doue 'met ar pec'hed
Ha da c'hober e gurunnen
E roont o c'haerañ rozenn

Ahes merc'h ar Roue Gralon
Tan an Ifern en he c'halon
Er penn kentañ deus an diroll
A gas d'he heul ar gêr da goll

Ha skuizh gant rebechoù he zad
Evit mont deus e zaoulagad,
He deus graet gant drouksperedoù
Ur palez kaer tost d'ar skluzioù

"Plijadur deoc'h er palez-mañ
Merc'hed jentil ha paotred skañv,
Plijadur deoc'h ha nozvezh gren "
Eme ar Priñs en ur antren

Ar Priñs a zouge dilhad ruz
E varv a oa hir ha du
E holl izili a virve
Hag e zaoulagad a zeve

Ha warne gant an holl en noazh
En ur ganañ : "mallozh d'ar groaz ! "
Reas en seizh stumm disheñvel
Dañsoù ar seizh pec'hed marvel

"Ma dousig koant, merc'h da c'hGralon
Ha muiañ-karet va c'halon,
Ha n'hellfen ket en enep giz
Gwelout alc'houez skluzioù Kêr Is ? "

Piv a deu du-hont gant ar ru
Pignet war un inkane du ?
Hag eñ d'an daoulamm war e gein
Ken a strink an tan deus ar vein ?

"Gralon, Gralon, sav hepdale !
Sav evit heuliañ Gwenole,
Sav evit tec'hel deus ar mor,
Skluzioù Kêr Is a zo digor"

Bremañ aet eo Mari-Morgan
Ahes, diouzh sked al loar, a gan
A gan hag en ur vousc'hoarzhin
A grib er mor he blev bezhin.

Tracks related to ar gêr a is - tri bleiz die

can y melinydd

by: alan stivell

bal ha dans plinn

by: alan stivell

cantigueiras

by: carlos núñez

son alma ata

by: denez prigent

siuil a ruin

by: nolwenn leroy

to france

by: nolwenn leroy

borders of salt

by: dan ar braz et l'héritage des celtes

trop tard

by: soldat louis

les moutons

by: matmatah

left in peace

by: dan ar braz

an fharraige

by: máire brennan

dark island

by: bagad de lann-bihoué

bretoña

by: carlos núñez

some polkas

by: the cottars

ar vamm lazherez

by: denez prigent

cochinchine

by: esquisse

hommage

by: esquisse

sopo song

by: gwendal

butterfly

by: gwendal

in fading light

by: môr gwyddelig

oaet omp

by: kohann

yaw ha yaw ha yaw

by: les ramoneurs de menhirs

breizhistañs

by: les ramoneurs de menhirs

ouarioua

by: roland becker

diwanit bugale

by: dan ar braz

hiraezh

by: glenmor

pardon klegerec

by: erik marchand

el tunel de las delicias

by: bagad bro kemperle

the jig

by: lordryk

gwerz et andro

by: jakez françois

close
Sign in person Home A to Z All Artists Top Artists Top Tracks